Postel  

 > Degemer

 > Parlamant ar vugale

 > Pastell-vro

 > Darempred



 Burev
 12 bis, rue de Brest
 22100 DINAN
 02 96 39 09 50
 jean-gaubert@wanadoo.fr
Accueil > Degemer > Parlamant ar vugale

Parlamant ar vugale

E Parlamant ar vugale e vez bodet bep bloaz, abaoe 1994, 577 bugel dilennet gant o c'hamaladed skol a-benn dileuriañ an holl bastelloù-bro.
Ur gentel deskadurezh keodedel "war an ton bras" eo evit ar skolidi, un digarez da c'houzout hiroc'h war ar garg da sevel lezenn. Kinniget e vez dezho sevel un danvez-lezenn a-benn deskinñ petra eo an diviz demokratel. War-lerc'h int pedet da sezañ er Palez Bourbon evit mouezhiañ, war un ton lidek, war unan eus an 10 danvez-lezenn dibabet.

Sevel Parlamant ar vugale

Mont a ra servij kehentiñ ar Vodadenn vroadel e darempred gant ar c'hlasado� dibabet ha pourchas a ra dezho an dielloù rekis a-benn sevel un danvez-lezenn ha daou c'houlenn a vo kaset davet Kadoriad ar Vodadenn vroadel ha davet ministr an Deskadurezh vroadel. Gant ur strollad-barn broadel e vez dibabet dek danvez-lezenn.
Embannet e-giz "gwir" dielloù ar Parlamant, kaset eo an dek danvez-lez d'ar 577 klas. Gant pep klas e vez dibabet an danvez-lezenn a vo karget an dileuriad bet dilennet da zifenn dirak "e" genseurted da zevezh Parlamant ar vugale.

Devezh Parlamant ar vugale

Devezh an degouezh en em gav ar 577 dileuriad yaouank er Palez Bourbon. Diouzh ar mintin en em vod ar vugale e bodadoù pennrenet gant kannaded a zo fal kas en-dro an diviz war an dek danvez-lezenn. Diouzh an endervezh e sez ar vugale en Hantergelc'h, bep hini war sez kannad e bastell-vro.
Gant ar C'hadoriad e vez lakaet da vouezhiañ war an teir danvez-lezenn kentañ. Disoc'h ar mouezhiadego� a-heul-da-heul a zo diskleriet gant ar C'hadoriad, a embann ar roll dibabet gant Parlamant ar vugale.

War-lec'h Parlamant ar vugale

An danvez-lezenn a zo aet ar maout ganti a vez peurliesañ adtapet gant kannad ar bastell-vro e teu an dileuriad anezhi, ha lakaet e vez en anv war Burev ar Vodadenn vroadel. Studiet e vo neuze hervez an doare a vez graet evit pep danvez-lezenn.

Gouzout hiroc'h
Mont da sellout ouzh rubrikenn lec'hienn ar Vodadenn vroadel diwar-benn Parlamant ar vugale (e galleg)