Eil pastell-vro Aodoù-an-Arvor
10 kanton
84 c'humun
tost da 105 000 annezad
Nebell eus lec'hiadoù Roazhon, Sant-Brieg ha Sant-Maloù emañ ar bastell-vro, riblet ha treuzet eo gant hentoù pennañ (RN 12, EN 137, RN 176). Tennañ gounit a ra eus startijenn al lec'hiadoù-se hogen eo c'hoazh, hag he zachenn er su dreist-holl, re nebeut darempredet daoust d'an hentoù-tizh.
Gwellaet-mat eo feur an dilabour e 1999 ha 2000, tizhet gantañ 8,7 % eus ar boblañs labour e miz C'hwevrer 2002. Tud yaouank diplomoù ganto ha maouezed eo an dud a zo taget gant an dilabour peurvuiañ war an dachenn.
38 475 den a zo er boblañs labour.
- Labour-douar 4 313
- Greanterezh 6 782 (2 323 en o zouez liammet gant al labour-douar hag ar boued ha bevañs)
- Sevel tiez 3 052
- Trede gennad 24 338
Sifroù INSEE 1999
Pouezus eo lodenn an trede gennad met n'eo ket e gresk avit kempouezañ koll ar staelio�-labour er gennado� all. Rouedad ar greanterezh, an artizanelezh hag ar c'hwenwerzh a zo liesseurt, dibar d'hor bro eo.
Pouezus eo c'hoazh al labour-douar amañ pa seller ouzh tachennoù implij e-tal kichen (11,2 % pa ya d'ober 8,97 % e Sant-Brieg ha 6,82 % e Sant-Maloù).
Perzhio� dibar a zo gant ar bastell-vro dre he c'h�r pennañ e-kreiz ar vro, Dinan (k�r arzel hag istorel), hec'h arvor (aber ar Renk) bro arzourien hag artizaned a arz a ya d'ober anezhi ur vro binvidik he glad.
|